.243 Winchester
Neuz
.243 Winchester | |
---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù 7 × 64 mm - .243 Winchester - .222 Remington - .22 LR | |
Doare | |
Kalibr | .243 / 6,2 mm |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 6,2 mm |
Ø trogleuziñ | 6 mm |
Ø kolier | 7 mm |
Ø skoaz | 11,5 mm |
Ø korf an douilhez | 12 mm |
Ø strad | 12 mm |
Hirder an douilhez | 51,90 mm |
Hirder ar gartouchenn | 68,83 mm |
Pouez ha perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 3.56 - 6.8 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 900 - 1240 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4100 bar |
Energiezh ar vannadell | 2500 - 2900 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
An .243 Winchester, .243 Win pe 6 × 52 mm[1] (anv metrek) zo ur munision armoù-tan hiniennel produet abaoe 1955 gant an embregerezh stadunanat Winchester, da gentañ evit e garabinennoù Model 70 ha 88. Deveret eo eus an .308 Winchester.
Ur c'halibr poblek eo e Frañs hag er Stadoù-Unanet. Gantañ e vez chaseet loened evel ar yourc'hed pe ar chamoezed[2]. Implijet e vez er sportoù tennañ ivez. Er Stadoù-Unanet hag e broioù all e vez graet gantañ e fuzuilhoù-resisted an arme hag ar polis. Nebeud a argil en deus met galloudus a-walc'h eo.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
- ↑ Hervez (fr) Le Chasseur français, HS no 26 « Armes et équipements 2002 », miz Gwengolo 2002